mercredi 3 mars 2010

Ur patrom kevredigezhel breizhat nevez

Un hengoun kilezour hon eus e Breizh gant hon aozadurioù gounezel ha micherel ha gant bividigezh hor c’hevredigezhioù. An enkadenn armerzhel, fin al labour evit an holl, fin ar Stad providañs hor redi da adsevel ensavadurioù kenskoazell e Breizh. Ret eo dimp tizhout ar pal-se. N’eo ket degas ul louzoù da bareañ goulioù armerzhel Breizh eo a fell dimp, met sevel ur patrom kevredigezhel breizhat nevez.
Fellout a ra dimp reiñ harp d’ul lezenn-stern an darempredoù implijerien/labourerien evit herouezañ ur spered embregerezh diazezet war an doujañs d’an dud ha war pal micherel an embregerezh, ha n’eo ket hepken war ar rastellat arc’hant. Dezrann saviad al « labourerien baour » evit mont er-maez eus an ezperzhiadur hag eus ar baourentez. Krouiñ un Ofis al lojañ a-benn reiñ da bep hini ul lojeiz dereat ha gremmarboellus. Sevel un tamm e pep lec’h tiez prederiañ an dud, (evel tiez a yec’hed) o kenlabourat gant ar pennospitalioù skolveurel. Krouiñ ur C’hef Kretaat Kleñved emren e Breizh, o kemer skouer war ar pezh a vez graet en Elzas, hag a lezo pep hini da zibab ar mod da vezañ prederiet a fello dezhañ.






Program Ni ho savo Breizh
Program "Ni ho savo Breizh" (PDF)

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire