vendredi 5 mars 2010

Diorren an dezougen dre an hent-houarn ha dre vor

Dre an hent-houarn. Dre m’he deus gwir d’e ober, e rank rannvro Breizh kenderc’hel da harpañ an dezougen dre an hent-houarn en ur zegas gwellaennoù e rouedad diabarzh Breizh, hag en ur grouiñ bleinoù liesvodel e porzhioùhouarn Breizh. Soñjal a ra dimp ez eo d’ar Stad da bostañ ar 650 M€ evit al linenn tizh bras etre Roazhon ha Paris ha n’eo ket d’ar Rannvro, berrek ma’z eo ar arc’hant ganti. Harpañ a raimp ar raklun tren tizh bras (TTB/TGV) treuzlinenn Roazhon/Naoned/Poitiers da Lyon hep tremen dre Baris.
Dre vor. He c’hembeli war ar porzhioù-mor a zle lakaat ar Rannvro da ren ur politikerezh uhelek evit diorren an obererezhioù er porzhioù, en ur zigeriñ gourmorhentoù e sell da adreiñ da Vreizh he ment etrebroadel war vor. Daskouer, kadarnaat ar c’hehentoù etre Mouster-al-Loc’h ha Vigo ha Gijon e Spagn. (Gourmorhent : hent dre vor evit ar varc’hadourezh, an dud hag ar sammgirri ivez).
Dre zouar. Rannvro Breizh hag an departamantoù a zle pouezañ war ar Stad evit ma vo peurgaset da benn rouedadan hentoù, peurgetket, evit tremen dre greiz Breizh, an hent broadel 164 hag ivez degas gwellaennoù en hentoùdiadreuz.
Dre aer. Lakaat aerborzhioù Breizh da vezañ dedennusoc’h.






Program Ni ho savo Breizh
Program "Ni ho savo Breizh" (PDF)

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire